Produadur Broadel Kriz

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Termenet eo ar Produadur Broadel kriz[1] (berradur : PBK) pe ar Produadur Broadel Gros[2] (berradur : PBG) evel hollad an talvoudegezhioù ouzhpennet er servijoù hag er madoù-dibenn krouet gant hollad embregerezhioù ur Stad e-korf ur bloavezh, war an tiriad broadel pe en estrenvro.
Un unanenn vuzuliañ pinvidigezh armerzhel ar riezoù hag ar stadoù kevredet eo.

Ar proaduadoù peuraozet a zo madoù implijet evit gwir ha n'int ket implijet evit produiñ madoù all. Ar madoù implijet evit produiñ ar proaduadoù peuraozet a zo ar madoù krenn. Koulskoude e c'hell bezañ kontet ur mad pe evel ur proaduad peuraozet pe evel ur mad krenn hervez e implij. Da skouer, bandennoù-rod ar c'hirri-tan a vez kontet evel madoù krenn pa vezont gwerzhet gant ar c'harr e-unan, met bandennoù-rod prenet gant un den a zo proaduadoù peuraozet. Ar re-se a ya da vouetañ ar PBG dre ma ne vefe ket kontet an traoù div wech : ur wech pa vezont gwerzhet gant ar farder bandennoù-rod d'ar farder kirri hag ur wech all pa vez gwerzhet ar c'harr.

Ne vez kontet nemet madoù nevez-fardet ha nompas kirri bet perc'hennet dija.

  1. Termofis, Ofis ar brezhoneg
  2. Geriaoueg istor-geografiezh, Diwan

Developed by StudentB